Dizolo traou nevez dre bostel!

Monday, 1 August 2011

Ur blog nevez diouzh Bro Iwerzhon


Hiziv, emaon o kregiñ ur blog nevezh. Skriv a rin diwar-benn ma labour ha ma buhez e Conamara, e kornog bro Iwerzhon. Emaon o chom en An Spidéal (Spiddal), e-kichen ker bras Gaillimh (Galway). Ur pobl divyezhek eo pobl An Spidéal – ar gouezeleg hag ar saozneg a vez kaozeat gant an tud. Conamara hag enezioù Árainn (Aran) a zo ar pobl gouezelek (Gaeltacht) brasañ e bro Iwerzhon. Ur sevenadur pinvidik sonerezh a zo e Conamara.

Bremañ ez eus ivez kalz an tud o labour gant an tele, o sevel abadennoù ha filmoù evit TG4, skinwel ar gouezeleg, hag ivez evit ar marc’had etrevroadel, o sevel rummadoù tresadennoù-bev dreist-holl. Labour a ran ganto, a-wechoù, o skrivañ senarioù. Sevel a ran pladennoù ivez – sonerezh evit ar re vras hag evit bugale. Ha labour a ran gant skrivagnerion all, o sevel hag oc'h embannañ levrioù, evit bugale ha tud yaouank dreist-holl. Ar wech gentañ, e skrivin diwar-benn ur raktres faltasi evit ar re yaouank hon eus savet amañ e Conamara. Gwerzhet eo bet dija e bro Skoz, e broioù Amerika Latina, war HBO Latin America, hag e bro Katalonia. Hag ar goañv-mañ, e vo gwelet e brezhoneg!